5
Pebez poan, ’pad tri devez !
Jezuz a zo kollet :
Goude, pebez levenez,
Jezuz hoc’h eus kavet !
Ho labour en deus maget
Ho Krouer, Mab Doue ;
En ho labour Mestr ar bed
Ouzoc’h-c’houi a sente !
War an douar trubuilhet,
En Nenvou, war ho tron,
C’houi ’za galloudus-meurbet
Ha tener a galon.
Jezuz a bleg d’ho pedenn
’Vel e Vamm ho pried :
Teurvezit ’ta d’in goulenn
Ar c’hras ma vin salvet.
Pa vin galvet gant Doue,
Patron ar Maro Mat,
Deut gant eun dourn a drue(z),
Serrit ma daoulagad.
Tost d’eoc’h ha tost da Vari, |
T. B.
Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.
Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.
Piou a c’hallo ho meuli,
O Sant Jozeb eürus
Tad mager da Jezuz
Pried d’ar Werc’hez Vari ?
An hini a voe spontet
Pa zeuas en he zi
Eun ael d’he saludi
Ho kemeras da bried.
War ho tivrec’h binniget
Hoc’h eus douget Jezuz,
War ho kalon joaüs
Pet gwech en deus-hen kousket ?
Roue an holl rouaned
Ouzoc’h-c’houi a sente ;
Ha gwir Vab ho Toue
Ganeoc’h a zo bet maget.
An Doue Hollc’halloudus,
Dindan ho ti kuzet,
En deus ho skoazellet
En ho labouriou poanius.
Bet hoc’h eus en ho puhe(z),
Siouaz, kalz a boaniou :
Met pa skuilhec’h daerou,
Dourn Jezuz o dizec’he.