- Piou ’lavaro, kristenien, pegoulz eo bet krouet,
Gant Doue hollc’halloudek an Aelez binniget ?
Araok ar mor, an douar, ar stered lugernus,
E kanent o meuleudi d’an Drinded Hollbadus.
Diskan
Aelez Doue, Aelez eürus
desket d’imp servija Jezuz ;
’veldoc’h ez omp e vugale,
An Neñv a zo hon bro ivez.
- Gwelet o deus an douar o kemer e dachenn,
An heol o skuilha warnan e genta sklerijenn ;
Dirazo e tibabas Doue ar pri melen,
Ma reas gantan ken brao e gorf d’ar c’henta den.
- Skrijet o deus pa gouezas Adam en e bec’hed,
Ha pa ruilhas gwad Abel gant dourn e vreur lazet,
Pa glevjont o tidarza ar c’hurunou spontus,
Hag an dour-beuz o tiruilh war benn an dud kablus.
- Ouz Abraham e Membre ’lies o deus komzet,
Gant Moizez er gouelec’h pell o deus baleet,
Tridet o deus pa gane David ha Salomon,
Pa c’harme Jeremiaz war lein menez Sion.
- Eun Ael a zezrevelas d’ar profed Daniel
Pegoulz e tlee Jezuz ha genel ha mervel,
Eun Ael henchas Tobiaz eus Niniv da Rajez ;
Izaiaz hag Eliaz a veve en o zouez.
|