Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —


Diskan
    Me oar e chomit deiz ha noz,
    D’am heul ’vit rei d’in ho pennoz
    Penaos ’teufen d’hoc’h ankounaat,
    Ma gwella mignon, ma Ael-mat ?

  1. Roit d’am divrec’h pa labouran
    Nerz d’ober ar pez a dlean,
    Ma c’hallin gounit ma buhe(z),
    Keit ha ma plijo gant Doue.

  2. Ganin er park p’en em gavit,
    Pep pec’hed ouzin a harzit :
    Grit d’am zeod em genou tevel
    Enep d’ar Feiz, d’an Aviel.

  3. Ni holl er gêr, tud hag Aeled
    Evel er Baradoz mesket,
    Grit ma vevimp er garante(z),
    Nesa, kerent ha bugale.

  4. War ma daoulin, gant ma Fater
    Dirak Kroaz Jezuz, ma Salver,
    Pedit ganin, ’ us d’am spered
    Ganeoc’h hoc’h eskell astennet.

  5. Hoc’h eskell warnoun astennet
    Da guzat ouzin traou ar bed :
    Mougit ennoun trouz an douar
    Ma vo ma sonj gant ma lavar,

  6. Aet an heol diwar ar bale,
    Deut neuze ganin da vale,
    Rak an diaoul hag e vevelien
    ’zo gwasoc’h en denvalijenn.

  7. Em gwele, pa vin o vervel,
    O, deut ’vel gwechall em c’havell,
    Rak ganeoc’h e fell d’in nijal
    Prim eus ar bed-man d’ar bed all.

  8. Betek an Nenv c’houi am hencho,
    Betek Jezuz c’houi am reno,
    Hag e teskot d’in kana ge
    Ar soniou a blij da Zoue.




N° LXXIV. — Aelig Doue (War don XIX).
Ton : XIX.


Diskan.
Ma diwallit, aelig Doue
Mirit ma c’horf ha ma ene (bis).


  1. Diskouezit d’in e peb amzer
    Bolonte santel ma Salver (bis).