Mamm an Itron Varia
Ha Mamm ar Vretoned,
O Itron Santez Anna,
Ni ho karo bepred.
A-viskoaz ’deus bet tridet
Ho karantez ’n hon c’hreiz ;
A-bell ’zo oc’h bet anvet
Da Batronez d’hon Breiz
’Vel hon tud-kpz Bretoned
Hon fizians ar vrasa
Ennoc’h ’lakaomp bepred,
Itron Santez Anna,
Sellit, e-tal ar c’havell,
Ar vamm-se daoulinet ;
Pedi ’ra ’vit he bugel
Santez Anna Wened.
Ar c’hlanvour gant an derzienn
Dalc’het war e wele,
D’eoc’h en deus graet eur bedenn,
Ha setu hen pare.
War ar maez e Breiz-Izel
Pa glasker diskuiza,
Ouz an Nenvou graet eur sell,
E kroger da gana :
Selaouit war ar menez
Ar mesaer o kana :
Ho meuli a ra ivez,
Itron Santez Anna.
Ar soudard kaez er brezel
A bed Santez Anna,
Ha pa vezo ret mervel
E teuy c’hoaz da gana :
Ar mor ’zo dichadennet,
He fedit, martolod,
Ha Santez Anna Wened
’Gaso ho lestr d’an aod.
War eur mor leun a reier
’Omp siouaz er bed-man
Diwallit hon bag dister,
Itron Santez Anna(n)
Bugale geiz da Eva |
40 devez « induljans »
(Levr Bugale Mari)