Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


N° LXXVIII. — Da santez Anna.


Diskan

Enor, enor da Santez Anna,
Meulomp, meulomp ar vamm ar wella.

1

Aelez kaer an Nenvou,
Deut a-denn-askell,
D’unani ho moueziou,
Gant re Vreiz-Izel.

2

Meulomp a vouez uhel
Eur vamm a drue(z),
Ni holl e Breiz-Izel
’Zo he bugale.

3

Mamm ar Werc’hez Vari,
Mamm-goz da Jezuz,
D’an neb ’zeu d’he fedi
’Zo trugarezus.

4

Soudarded Breiz-Izel
Ken gwevn en emgann,
A c’houlenn he skoazell
A-raok mont d’an tan.

5

Bemdez ’klever kana
Gant tud ar mor doun :
« Itron Santez Anna,
Pedit evidoun ! »

6

Al labourer kristen,
D’eoc’h, Santez Anna,
A lavar e bedenn,
A zeu da gana :

7

Ar c’hlenvejou gwasa(n)
Hoc’h eus pareet ;
Nag a bedenn aman
Hoc’h eus selaouet.

8

C’houi ’zo Patronez Breiz,
Gwechall bro ar Sent ;
Dalc’hit enni ar Feiz
Evel diagent.

9

Spontus eo an arne,
Patronez santel,
Mirit ho pugale
Dindan ho mantell.

10

Eun deiz, en ho kichen,
Grit ma vimp eürus
O veuli da viken
Mari ha Jezuz.