Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —
7. Ar vue gristen
A zo gwej dous ha gwej kalet :
Med mar ’c’h euz c’hoant da vezan zalvet,
Dalc’hmad ha pen-da-ben heuillet
Ar vue gristen.
8. Poaniou ar bed-man
Zo neubet a dra evidomp :
Hon zilvidiges zur a ref omp,
Mar eo vit Doue e soufromp
Poaniou ar bed-man.
9. Adalek hirie
E tlean chilaou mouez Doue,
Rak an de arc’hoaz n’eo ket d’in-me ;
Urz-vad a lakin em bue
Adalek hirie.
10. Ni veulo Doue,
En Env hed an eternite,
E touez an ol zent hag an ele,
Mar renomp erfad hon bue,
F. G.
N° 85. — Doue, gwir Bried.
War an ton N° 85.
1. Doue, gwir bried
D’an ineou,
C’houi ’c’h euz ma c’hrouet,
C’houi ’c’h euz ma frenet,
C’houi ’ch euz ma c’hrouet,
Vit an Envou.
Diskan
Gwerc’hes beniguet,
Mam druezus,
Me eo ’m euz lazet,
Hen gouzout a ret,
Me eo ’m euz lazet
Ho mab Jezus.