Setu hepken pez a chomo,
Genac’h-hu goude ho maro.
11. Nag a vèc’h iaouank pe bugel
N’et ket da gredi bevan pel :
Ar veret a zo leun a dud
Skoet hep true kreiz o brud.
12. Eur wej maro ha zebeliet
Beteg ho pe c’houi vo douget :
Ho kerent eno ho lezo
Hag a dei d’ar gèr war-o-zro,
13. Piou a zonjo neuze enoc’h,
Ha piou a bedo evidoc’h ?
Poaniet eta bevan erfad
Keit ha ma hellet labourat.
14. Na n-ei genac’h dirak Doue
Nemet oberou ho pue :
Fal ha mad e vezint pouezet
Gant ar Barner n-euz o gwelet.
N B. — Lennet ar c’hantik Dougomp hon c’hroaz, N° 123, evit kompren talvoudeges ar poaniou hag ar basiantet.
1. Chilaouet ma Jezus, chilaouet ouz ma feden,
Mervel a zo spontus, em maro deut d’am difen.
Diskan.
Gwerc’hes Vari, ma Mam leun a drue,
En heur euz ma maro douget zikour d’am ine.