Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


4. Eul leor a zigoro a skrivomp en-han bemde
Hon euvrou fal pe vad, dre ma reomp aneze.

5. E diabars hon ine e lennimp hon fec’hejou,
Nemet ar re goalc’het gant pinijen ha daerou.

6. Pegen hir al listen evit an dud na glaskont
Nemet o flijadur er bed-man pad ma vevont !

7. Na zant nag êl eno na ziredo d’hon difen,
An Env a vo bouzar ha didalve ar beden.

8. Mes ar gwir zervijer a ledo dirag e Vest
An tensoriou gantan medet en amzer an est.

9. Eur zetans a glevimp a vue pe a varo,
Hag hon stad goude-ze da virviken a bado.

10. Pep hini ac’hanomp kenkent a iei de dachen,
Gant ele pe diaoulou a deuo d’e ziarben.

11. Kals war hent an Envou a daleo eun neubet
Ken na vint bet en tan euz poultr ar bed dieubet.

12. Pegen fur eo etâ neb a gerz eün er bed-man.
O karet a galon e Grouer hag e nesan !

13. Skubet euz hoc’h ine dre eur govizion zantel
Ar fank euz ar pec’het, d’ho techou fal gret brezel.

14. Tremenet peb devez evel pa renkfe bezan
Ar fin euz ho peaj hag ho tevez divezan.

15. N’eus fors pegouls neuze e tei Doue d’ho kervel,
Abred pe divezad, prest a vefet da vervel.




N° 90. — Ar varn divezan.
War don N° 90 (Diskan N° 85, 1)


1. Barnet a vo kement den a vo bet war an douar,
N’ouzer nag heur nag amzer, Doue hepken ken goar :