Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

An ol bec’hejou ec’h euz d’ho kovesour nac’het,
Dirag an ol zo breman gant Doue diskuillet.

10. Meur a hini er bed-man gant an dud istimet,
Abalamour d’ho visou en ifern vo tolet ;
Ha meur a hini ive gant an dud disprizet,
Kaeroc’h evit rouane mesk ar zent vo renket.

11. Gant an ele pad ar varn e vo gret diou loden,
En unan ar re-zalvet, ar re-daonet ’n eben :
Ha mouez spontus ar Barner a vo klevet raktal
O lenn zetans ar re-vad ha zetans ar re-fal.

12. D’ar re-vad e vo laret : « Deut, mignonet Doue,
Deut genin d’ar Barados hed an eternite.
Ar re-daonet a glevo ar c’helou-man ken kri :
« Et pel ouzin gant Satan en ifern da leski. »

13. Kenkent, pebes ran-galon ! vo gret an disparti
Etre daou den a veve gwejal er memes ti,
Etre diou c’hoar, daou bried, tad, mam ha bugale,
Unan an-he vo zalvet ha daonet egile !

14. An ifern a zigoro vit ar wej divezan,
Eur gri-fors a vo klevet o sevel anezan !...
Ha trezek ar Barados, ’n eur ganan dudius,
Warlerc’h Jezus ha Mari ec’h ei an dud eürus.

F. G.




N° 91. — An Ifern.
War don N° 91 (Diskan : A vianig, N° 86).


1. Diskenomp ol, kristenien, en ifern da welet,
An tourmanchou estlamus a zoufr ar re-daonet,
Pere gant justis Doue a zo dalc’het en tan,