Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —


N° 99. — Doue c’houlomp.
War don : Nous voulons Dieu N° 99.


Diskan.
Klevet, Mari, Mam Doue, Peden ar bobl kristen :
Doue c’houlomp, Doue da Roue, Doue !... gant e goms da lezen.
Doue c’houlomp, Doue da Roue, Doue, gant e goms da lezen !

1. Bugale Judevien ar C’halvar
Hag o c’hensortet, vei biskoaz,
A garje mougan war an douar
Ar zonj euz Jezus hag e Groaz.

2. Mes c’houi, Mari, Mam garantezus,
Hag a roas Doue d’ar bed,
C’houi a viro d’imp ho Mab Jezus
Da Zoue ha da Vestr bepred.

3. Doue c’houlomp e peb tieges,
Doue d’an tad, Doue d’ar vam,
Doue d’ar mab, m’en devo furnes,
Doue d’ar verc’h, ma vo divlam.

4. Doue er skôl d’ar mestr, d’ar vestres,
Doue d’ar bugel o tiski !
Ziouas ! na tristan diskadures
Mar n’eo er skôl ar Grucifi !