Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —


N° 101. — Eürus an hini a garo Doue.
War don : Na n-euz ket e Breiz, N° 58.


1. Eürus an hini a garo Doue
Euz e ol galon hag e ol ine. (bis).

2. An den a blijo da Zoue hon Tad
A zo diouallet ha diouallet mad. (bis).

3. En ti hag er park, en deiz hag en noz,
Doue warnezan a skuillo benoz. (bis).

4. Gantan e bried hag e vugale
A n-efo o lod e benoz Doue. (bis).

5. Evel eur wezen, douret he griziou,
Dougen a rei frouez, deliou ha bleuniou. (bis).

6. Mar d-eo pinvidik e rei vad d’ar paour,
E zorn a vo prest bepret d’hen zikour. (bis).

7. Mar na n-euz danve, a n-euz kals gwelloc’h :
Eur galon iac’hus, glan ha leun a beoc’h. (bis).

8. Deuz c’houezen e dal e tebr e vara,
Goude zin ar groaz, hep klem a netra. (bis).

9. Laouen er vue, laouen er maro,
Gant an ele-mad d’an Env e pigno. (bis).

10. Evidout, pec’her, n’ec’h euz da c’hedal
Nemet bue trenk hag eur maro fal. (bis).

11. Pec’her, deus en dro, deus eta buhan,
Rak ganid dija ema c’houez an tan ! (bis).

12. Kemer heb dale hent ar Baradoz,
Pe, m’hen lavar d’id, te gavo malloz. (bis).




N° 102. — Meulomp Doue ! Meulomp Doue !.
War don : J’adore en tout la Providence, N° 102.


1. Kement a ret, Tad karantezus,
A gavan mad : Meulomp Doue !