Ar blavez kristen a zigor gant an Avant : hag e pedomp neuze evel ar zent euz an amzer goz, pa c’houlenent eur Zalver digant Doue.
Diskan.
Rorate, cœli, desuper, et nubes pluant justum.
1. Ar Zalver ec’h omp o c’hortoz,
Pegouls euz lein ar Baradoz
E tiskeno d’hon dizaman
Deuz ar bec’h a dougomp aman ? — Rorate, etc.
2. Hoant braz hon euz ol koulskoude
Ma paro warnomp goulou-de :
Tenval ha spontus eo an noz
Aboe pec’het hon tadou-koz !
3. O ! dont a rei hep pel dale,
Bugel, e-touez e vugale :
Ners a rei d’imp ha sklerijen
Mar karomp ober pinijen.
4. Euz eur Werc’hes a Nazareth
Eun arc’hel a n-euz bet komzet :
« Mar fel da Zoue, emezi,
« Me a vezo mam ar Messi. »
5. En oabl eur stereden neve
A gers etrezeg ar Jude,
War he lerc’h prinset a bel bro
A weler o tont war-eun-dro.