Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —


GOUEL AN NEDELEK

Hon Zalver a oa ganet da hanter-noz. An ele a ganas en oabl, ba meserien loenet a luskas kenkent e-trezeg ar c’hraou. — Miz Genver eo miz ar Mabik Jezus. — Amzer an Nedelek ar Gristenien a blij deze klevet Nouëlenou, evel ar re-man.

N° 106. — Speret zakr ha divin.
War don N° 106 (Diskan warlec’h ar poz divezan).


1. Speret zakr ha divin, m’ho ped reit d’in ar c’hras
Da zisklerian erfad eur mister zo ken braz :
An donediges kaer a Jezus Mab Doue
Deut henoas war ar bed e-bars ar baourante.

2. Ec’h oamp pelzo amzer o c’hortoz anezan
Da zont war an douar evit hon rediman ;
Digouet eo an termen ma vezimp dinec’het,
Ganet eo e Bethlem gwir Redemptor ar bed.

3. An Env hag an douar o welet ar bugel
A drid gant levenez en eur ganan Nouël !
Klevet a rer en oabl mouejou ar Barados,
Hag eur sklerder dispar a splann e kreiz an noz.

4. En parkou Bethleem eun èl a ziskenas :
« Setu neventi gaer, kaeran zo bet biskoas,
« Dihunet, emezan, ha zavet, pastoret,
« Ganet eo ho Salver, et d’ar c’hraou d’hen gwelet. »

5. Pa glev ar bastoret gant an èl ar mister,
Penos ema ganet o Mest hag o C’hrouer,
E lezont o denvet war ar roz da beuri
Evit mont trezeg kèr raktal d’hen adori.