Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —


6. Na oa ket skler an de pa gavjont anezan
Ebars eur marchosi hep na goulou na tan,
Na mezer na lian n’en devoa war e dro,
Nemet gouris e vam, netra ken d’hen golo.

7. Hag he ol d’an daoulin tro-war-dro d’ar c’havel,
O laret o feden hag o kanan Nouël !
Rei a rejont dezan, vel merk a garante,
Peb hini e brezant herve o faourante.

8. Me ho ped, ol boblou, heuillet ar bastoret,
Adoret ho Krouer war ar plouz astenet ;
Zonjet en e gichen e renko pa vo braz
Asten e izili evidoc’h war ar Groaz !

9. E baourante zo koz d’hon ol binvidiges,
Deut eo d’hon c’honforti dre e zempladures ;
Hon c’halon a c’houlen evit repoz en-hi,
Glac’har braz en defe mar ve kollet hini.

Diskan war don : Jesu dulcis memoria, N° 116.

Nouël, Nouël, Mabik-Jezus,
Ken koant ha ken karantezus :
Ni hoc’h ador en ho kavel,
Hon joa zo braz : Nouël ! Nouël !




N° 107. — Petra zo henoas a neve.
War don : In cælis est, N° 107.


1. Petra zo henoas a neve
Pa zo leiz a dud war vale ?
Perak ec’h a, a vandenou,
Ar bobl en noz d’an Ilijou ?