Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —


3. War ar plouz e skuillec’h
Daerou c’houero
Enomp ni pa zonjec’h
Hag en ho pro :
Gwelet a rec’h a bel
Hon ol bec’hejou marvel,
Hag ar Groaz o sevel
De ho maro !

4. O Jozep, O Mari,
Lavaret d’in
Penos hen adori
War ma daoulin ;
Ha penos e tlean
Digol erfad anezan
Euz e daerou kentan,
Tre ma vevin.

K. G.




N° 111. — Diskenet euz an Envou.
War don N° 111.


1 Diskenet euz an Envou, sperejou evurus,
Deut adare da ganan meulodi da Jezus ;
Publiet e vadeles dre gantikou a c’hloar,
Hag anonset a neve ar peoc’h war an douar.

2. Diouanet zo eur rozen war vrouien Izaï,
N’euz ket en hon liorzou eur fleuren evelti ;
Evel eur flourdelizen zavet e kreiz an drez,
Deuz ar wezen a bec’het eo deut ar zanteles.

3. Ar vam a n-euz hen ganet a zo hanvet Mari,
Ar c’haeran euz an ele zo neubet dirag-hi ;
Choaset eo bet da bried gant ar Speret-Zantel,
Evit bezan Rouanes er pales eternel.

4. Mes pelec’h e fel d’ac’h-hu e kavfemp hon Roue,
En eur palez alaouret, pe eur c’hastel neve ?
E Bethleem a glevan e tle bezan ganet...
En eur gerik ken dister na n’euz palez ebet !

5. « Chilaouet, a lavare an èl d’ar bastoret,
« Ar feson d’hen anaout raktal ma hen gwelfet :