Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 138 —

« Ar bugel zo mailluret en eur c’hraouik dister,
« War eun tam plouz astenet, hennes eo ho Salver ! »

6. Deut da vizitan Jezus, tud iaouank a weler
O pourmen dre an henchou ho kwiskamanchou kaer :
Mest an ol binvidiges ganet er baourante,
A rei d’ac’h eur gentel vad eneb d’ar vanite.

7. Evidoc’h, tud impudik, na dosteit ket aman ;
Na n-eo ket ho taoulagad dign da zellet outan !
Ne zavet ket ho sellou war e Vam ar Werc’hes,
Tec’het pel euz al lec’h-man, ha ruet gant ar vez !

8. Tosteit, ineou fidel, da domman ho Krouer,
Krenan ra gant anouet ar bugelik tener !
Lojet-han en ho kalon, kled mad a vo eno,
Gwel evit en eur palez genac’h enem blijo.

9. Pe kentoc’h, tommet ho Mab, Mari, ouz ho kalon.
Eno ema e balez, e oter hag e dron :
Ne gavo nemet eno an denerediges,
A n’euz karante eur vam e kalon eur werc’hes.

10. Ar galon-ze ken tener a ranno hant glac’har
Pa renko ho Mab unik mervel war ar C’halvar :
E ol voad dre bemp gouli a skuillo evidomp ;
C’houi ive, Mam druezus, bezet zonj ac’hanomp !




N° 112. — Zellet, ele, euz lein an Envou.
War don : Silence, ciel, silence, terre, N° 112.


1. Zellet, ele, euz lein an Envou,
Brasan burzud a oe biskoaz :
Ho Krouer, Mest an ol boblou,
War an douar zo ganet henoaz !
Bugel paour ha dister
’Neur c’hraou Roue ar rouane
A n-euz kuzet e vajeste,
A n-euz kuzet e vajeste !