Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —


N° 116. — Ar Jesu dulcis memoria.
War an ton N° 116.


1. Jezus, ken douz er zonjezon,
Ol domder, ol ners ar galon ;
Dousoc’h evit mel hag ezans,
Da neb a vev en e brezans !

2. Netra ken flour ma ve kanet,
Netra ken kaer na ve zonjet,
Netra ken brao na ve klevet
Evel e Hano beniget!

3. Jezus, esperans ar pec’her,
Pa bed, ken prim d’hen digemer,
Mil gwej eürus neb hoc’h anav.
Ho klask a bep tu, hag ho kav !

4. N’euz teod a helfe disklerian
Na pluen a helfe skrivan,
Ret eo tanvat evit laret
Pegen c’houek oc’h-hu da garet !

5. Bemnoz zerret ma daoulagad,
Hano Jezus, ha mintin mad,
Euz ma c’halon deut em genou,
Ha pad an deiz, em oberou !

6. Bezet, Jezus, hon levenez,
O c’hortos joaiou ho Palez :
En ho kloar neuze, dianken,
Ni ho meulo da virviken.
Amen.

K. G.



An drede zul goude ar Rouane ema Gouel ar Famill-Zantel, Jesus, Mari, Josep, Kanet ar c’hantik, 70, Kanomp ol meulodi, en enor da Dad-Mager ar Mabik-Jezus.

An eil de a viz C’houevrer, Gouel ar Chandelour, kanet eur c’hantik d’ar Mabik-Jezus ha d’ar Werc’hes o vont gantan da dempl Jeruzalem : laret ive chapelet ar misteriou a joa, 35, goude bezan bet en ofisou ken kaer euz an de-ze, goulou beniget en ho torn.

An 11 a C’houevrer, Gouel an Itron-Varia-Lourdes, hag ar zul warlerc’h, kanet he c’kantik, 57.

Epad amzer al Lard pe Malarje, bezet aketus da bedi ha da ganan, gant glac’har euz pec’hejou ar bed hag ho re hoc’h-unan,