— 10 —
Da ganan kent ar C’hâtekis.
[Kan plaen notennet:]
En hano an Tad hon c’hrouer ; Ha Jezus e Vab,
hon Zalver, Hag ar Spered-Santel i-ve, Tri ferson
er memes Doue.
2. Reit d’in, ma Jezuz beniget,
Eur speret dous, humbl ha parfet,
Evit gallout diski erfad
Ar C’hatekis, herve ma oad.
|
|
3. Reit d’in ar c’hras ma komprenin,
Ar pez a vo diskleriet d’in :
Ha goude hen bezan disket
Ar c’hras d’hen pratikan bepret.
|
Goude ar C’hatekis.
1. M’ho trugareka, ma Jezus,
Dimeus ho kelen presius :
Ha dreist peb tra, deuz ar gentel,
A zo bet disket d’in bugel.
2.Ma Zalver Jezuz, pardonet,
Mar d’on hirie sklanv a speret:
|
|
Na zellet ket ouzin, allaz !
Ne d’on nemet eur bugel c’hoaz !
3. Eur c’hrouadur a vo kollet
Mar goar ar mad ba n’hen gra ket :
Dre ma tisker d’in ho lezen
Ma gret ive furoc’h kristen
|
In nomine Patris et Filii — * Et Spiritus Sancti, amen.
En hano an Tad hag ar Mab : — * Hag ar Speret Santel, evel-se bezet gret.
————