Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —


7. Ha te, o pec’her kaledet,
Na rez van na zeblant ebet
Vit gwelet maro da Roue,
Da Dad, da Zalver, da Doue !

8. Goaz out evit ar Judevien,
Ha goaz evit e vourevien ;
Rak darn aneze a ouelas,
Gant true outan pa varvas.

9. Ar re-ze n’hen anavent ket,
Kredi rentec’h oa fals-profet :
Ha te, pec’her, te oar piou e.
Te oar ec’h eo gwir Vab Doue !

10. Kement pec’het marvel a ret
Ouz ar Groaz zul-gwej hen staget,
Hag e tigoret adare
Ar gouliou ben dispenne !

11. Mar ec’h euz outan nep true,
Dilezet buan ho koal vue :
Pardonet d’hoc’h enebourien,
Evel Jezus d’e vourevien !

12. Euz ho krimou gret pinijen,
Iunet, pedet, reit aluzen :
Evel-se c’houi a gonsolo
Ho Salver ker war e varo




N° 118. — Pasion hon Zalver.
War don : Au sang qu’un Dieu, N° 118.


Jezus e jardin an olivet.

1. O sonjal en hon fec’hejou,
Jezus er jardin stouet,
A c’houez ar goad, a skuil daerou,
E galon a zo rannet !

Diskan.
O Jezus, dre ho souffransou,
Ho pezet ouzimp true,
Ha skuillet en hon ineou
Gwir c’hlac’har ha karante.

jezus traizet gant judas.

2. Arru eo Judas an treitour
Gant eur vanden zoudardet :
Ha Jezus, vel eun torfetour,
A chadenou zo karget !

jezus nac’het gant per.

3.Dre deir gwej Per a n-euz nac’het
Kreiz ar porz, e Vest divin :
Ken a n-euz bet teir gwej klevet
Kan ar c’hok, var ar mintin.

jezus dirak kaïphas.

4. Kaïphas hag e Judevien,
Testou foz a du gante,
War digare heuill al lezen,
A glask lazan Oan Doue.