Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —


N° 119. — Gouelet, ma daoulagad !.
War don N° 119.


1. Gouelet, ma daoulagad, setu maro Jezus,
Maro eo vidomp ol, pec’herien dizentus.

Diskan.
— Maro Jezus vidomp war vek mene Kalvar ;
Pez kalon na ranno gant keuz ha gant glac’har,
Gant keuz ha gant glac’har !

2. Tosta, pec’her, ha deus, zel mad ouz da labour,
Peb pec’het e t-euz gret zo aman torfetour.

3. E c’harz e dreid deuz ’ta da ouelan da grimou,
Ha zonj ez int kirieg deuz e ol zouffransou.

4. Mar d-eo ruet e gorf gant ar goad o redek,
Te a dle he oualc’hi gant da zaerou dourek.

5. N’euz nemet eur gouli euz an treid bete ’r pen,
Kurunet eo gant spern ha blonset e gerc’hen.

6. E gorf zo dispennet, freuzet e izili,
E dreid hag e zaouarn treuzet gant tachou kri.

7. Gant ar poultr hag ar goad e fas zo dislivet,
Ha gant eul lans kruel e goste digoret.

8. Pec’her ha pec’heres, c’houi gantan a sko c’hoaz,
Hag ho kalon dizonj zo dezan vel eur groaz !

9. Koulskoude d’ho kervel e ben a zo stouet,
E galon zo digor, e zivrec’h astenet.