Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —


N° 122. — Kenteliou ar Groaz.
War don N° 122.


1. Diwar lein an touriou
Ar Groaz a lar dalc’h-mad :
« Kristenien, d’an Envou
Zavet ho taoulagad ! »

Diskan.
Bepret e lec’h ma vo
Dirag-han Kroaz Jezus,
Eur c’hristen a gavo
Kenteliou talvoudus.

2. Ar Groaz war an henchou
A lar d’an tremener :
Gwir hent bro an Envou
Eo hent Kroaz hon Zalver.

3. Dirag ol dud an ti,
Ar Groaz ouz ar voger
A zesk da bep hini
Ober mad e zever.

4. Diski ra d’ar bugel
Bezan bepret zentus :
Zenti bete mervel
Setu bue Jezus.

5. D’an tadou ha mammou
E lavar hon Zalver :
« Beillet war ineou
« A m-euz prenet ken ker !

6. Kroaz an ti d’ar c’hlanvoar
Zo ive presius :
En-hi e kav zikour
Da vezan gouzanvus.

7. Ar groaz war ar beiou
A n-euz eun nerz dispar
D’ober d’ar c’halonou
Dougen pouez ar glac’har.

8. Ar Groaz pa ve zavet
E kichenik an od
A ro fians bepret
D’ar paour kez martolod.

9. E fin eur Mission
Pa ve zavet eur Groaz,
D’an ol dre ar c’hanton
Kentel gaer a rei c’hoaz.

10. Hi laro da vepred
Madelezou Doue
D’ar re n-euz he zavet,
Kouls ha d’o bugale.

T. B.