Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KANTIKOU BREZONEK
————
N° 1. — War Brezans Doue.
Diskan : Ton N° 23.


    O ma Doue, o ma Jezus,
    En ho prezans me zo eürus,
    Ha, gant ho kras, me vo nerzus,


  1. Doue a wel ar pesket mud
    Er mor kuzet,
    Kouls hag an evnig war e glud
    D’an noz kousket. O ma Doue, etc.

  2. N’euz ket en Env eur stereden
    Ha na welfe,
    Pe war an douar eur ioten
    Na anavfe.

  3. Gwelet a ra, rog ma komzan,
    Ma zonjezon,
    Kement a ran hag a laran,
    Gwel evidon.

  4. Pa zihunan euz ar beure
    E sell ouzin,
    Em ol labour a-hed an de
    Ema genin.

  5. N’euz forz pelec’h enem gavan,
    Ti, park, pe brad,
    Warnon, o Doue, e santan
    Ho taoulagad.

  6. En ho prezans, leun a zudi,
    Me a fell d’in,
    Ho karet hag ho serviji
    Pad ma vevin.

  7. Neuze, raktal m’am bo treuzet
    Dor ar maro,
    Er Barados evit bepret,
    Me ho kwelo.

K. G. 1912



N° 2. — Ar Veni, Sancte Spiritus.
War don : Venez, venez, Esprit-Saint, N° 2.


  1. Speret Zantel, ol ners ar bed kristen,
    Plijet genac’h enomp breman disken :
    A sklerijen karget hon sperejou
    A garante tomet hon c’halonou.