Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —


3. Kentis ma klevjont an doare,
Daou abostol trezeg ar be,
Buanan ma hellent a rede,
Alleluia !...

4. Med an diskib muian karet,
Primoc’h ’vit Per a n-euz redet :
Pa n-euz gwelet, a n-euz kredet,
Alleluia !...

5. Eun èl gwen eno azeet,
A respont d’ar groage nec’het,
Ema Jezus resusitet,
Alleluia !...

6. Er zal dek euz an ebestel
En e zav dirak-he hen gwel :
« Peoc’h, emezan, d’ac’h, tud fidel ! »
Alleluia !...

7. An neventi pa he c’hlevas
Eun abostol hanvet Thomas
Disfius velkent a chomas,
Alleluia !...

8. « Zellet, Thomas, setu aze
« Ma zreid, ma daouarn, ma c’hoste,
« Hag anzavet ar wirione, »
Alleluia !...

9. Pa wel Thomas ar gouliou
A zo merket en e vemprou :
« C’houi, emezan, eo ma Otrou ! »
Alleluia !...

10. Eüruz ar re a n-euz kredet,
Hep kaout ezom da welet,
An Envou deze vo roet
Alleluia !...

11. Er gouel-man kaer dreist peb hini
Ra vezo dre-ol meulodi
D’eun Doue ken mad ouzomp-ni !
Alleluia!...

12. Ia, o Jesus, vel ma tleomp,
Euz ho karantez evidomp
Mil drugare d’ac’h a ganomp !
Alleluia!...

K. G.


————

An eil zul goude Pask, Gouel zant Briek, eur Breton a Vro-Zoz, deut gwejal e Breiz-Izel gant e venec’h da brezeg ar gwir be, kentan Patron hon Eskopti, kanet Fe hon tud koz, 97 ; Me zo kristen, 98, O pebes tan, 135, etc.

Miz Me eo miz kentan ar Werc’hes Vari : pedennou ha kantikou, a zav en hec’h enor a bevar c’horn ar bed, epad ma richan an evnet er glazur, ha ma tiouan ar bokedou da steredeni an douar.

An 19 a viz Me e ve gret e bro Landreger Pardon braz zant Ervoan, bet en e amzer person e Tredrez hag e Louanek, maro e kenver an de-ze er Minihy, interet en Ilis-Veur Landreger, enor ar Vretonet. Kaer a vefe kanan epad ar prozesion, hag endro de Ve, e gantikou 78, 79, etc., ha kantikou d’ar Werc’hes, e Vam ger, 59, 60, 63, 99, etc.

An tri de arog Iaou-Fask e ve prozesionou, hag e kaner Litaniou ar zent, da c’houlen o zikour hag o madeles war an dud ha war madou an douar. Kanet Aman pel euz an trouz, 100.

Kant. Brez., Edit. not.