Ar Vugale.
4. Mes ni ziouas ! na gredomp ket
Tostat ouzoc’h en ho panket :
C’houi zo Doue ar zanteles,
Ni a m-omp pec’het ken lies !
Jezus.
5. Mar ec’h euz eur pec’het marvel
Pelleit dimeuz an dol zantel,
Et da resev an absolven,
Setu aman ho peleien.
Ar Vugale.
6. E zakramant ar Binijen
Ni a n-euz bet an absolven,
Ha redet a n-euz hon daerou
Gant keuz gwirion d’hon fec’hejou.
Jezus.
7. Bugale, kent komunian,
Goulenet pardon da gentan
Ouz ar re ec’h euz onanset
Ha n’ec’h euz ket awalc’h karet.
Ar Vugale.
8. Pardon, ma mam, pardon, ma zad,
Mar n’on ket bet eur bugel mad :
A-vreman, dre c’hras ma Jezus,
Ouzoc’h me vo dous ha zentus.
Jezus.
9. Ma bugale, bezan zo c’hoaz,
Eur Vam al ho kar a viskoaz,
Hi a n-euz ma ganet er c’hraou,
Hag outi me blij d’in chilaou.
Ar Vugale.
10. Mari, Mam ar Mabik Jezus,
Ouzimp ive bet truezus,
Mam vad, en hon daouarn kroget,
Beteg an dol zakr hon renet.
Jezus.
11. Breman eta, ma bugale,
E veritet ma c’harante ;
Setu dispozet ho kalon
Da resev ar gomunion.
Ar Vugale.
12. Kristenien pere zo aman
En ilis genimp o kanan,
Evidomp-ni, ho pugale,
Pedet breman, pedet Doue !
Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/164
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —