Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —


2. Jezus a zisken
Diwar e dron alaouret
Gant ar gurunen
Dleet d'e vam viniget ;
Deuet em Rouanteles,
Ha ganin breman
Bezet en Env Rouanes. »

3. Kenkent en Envou
E trid an ol gant ar joa :
War o zelenou
An ele zeu da gana :
Gloar d’ac’h, o Mari,
Merc’h, Pried, ha Mam Doue,
Gloar ha meulodi,
Pad an ol eternite ! »

4. Kanomp ni ive
En draouien-man a c’hlac’har
Ha gant an Ele
Laromp ol war an douar :
Gloar d’ac’h, o Mari,
Merc’h, Pried, ha Mam Doue,
Gloar ha meulodi,
Pad an ol eternite ! »

5. Mari, Mam dener,
E kichen ho Mab Jezus,
’N eur mor a splander,
C’houi zo breman evurus :
Mes ho pugale
Ziouaz ! a zo divroet :
Gret ma vint eun de
Genac’h d’an Envou galvet !
Amen.

(Levr Bugale Mari.)


————


An 8 a viz Gwengolo eo an de beniget ma oa ganet ar Werc’hes Vari e ti Joasin hag Anna, he c’herent zantel, hag e oa roet dezi an hano kaer a zo ken ker d’ar Gristenien. Kanet : Enor d’hoc’h hano beniget, N° 44 ; pe : Eur c’hoant braz am euz da veuli, N° 50.

————


Gouel braz ar Rozera, ar c’hentan zul a viz Here, a dleomp lidan dre gantikou an tri chapelet, 35, 36, 37.

Miz Here eo eil miz ar Werc’hes er blaves kristen. Bemde e peb ilis-paroz e larer eur Chapelet, Litaniou ar Werc’hes, eur Beden da Z. Jozep, hag e roer Benediksion ar Zakramant.


PEDEN DA Z. JOZEP, ZAVET GANT AR PAB LEON XIII.

O Zant Jozep eürus, e kreiz hon trubuillou e tiredomp etrezoc’h, ha goude bezan goulenet zikour ho Pried meurbet zantel, e teuomp ive gant fians da c’houlen zikour ouzoc’h. Dre ar garante a stage ho kalon ouz hini ar Werc’hes dinam, Mam Doue ; dre an denerediges ec’h euz douget d’ar Mabik-Jezus, ni ho suppli da deurel eur zel a drugare war an heritach a n-euz prenet Jezus-Krist gant e voad, ha da impli ho kalloud hag ho madeles evidomp en hon ezomou.

Difenet, o dioualer meurbet fur ar Famill zantel, difenet bugale choazet Jezus-Krist ; pelleit