diouzimp, Tad karantezus, peb goalen gevier, peb klenvet ineou ; euz lein an Env, er brezel diskleriet d’imp gant sperejou an devalijen, diskenet d’hon c’hrenvat, c’houi hon skoazel meurbet nerzus ; hag evel m’ec’h euz gwejal tennet ar Mabik-Jezus a greiz danjer ar maro, evel-se breman, goarnet Ilis zantel an Otrou Doue euz toliou kuz hec’h enebourien hag a bep reuz-fal. Bezet hon avokat da viken, evit ma hellimp, e sklerijen ho skueriou-mad, harpet ouz ho prec’h madoberus, bevan er zanteles, mervel e gras hon Zalver, hag obten er Barados an eürustet a bado bepret. — Evel-se bezet gret.
An eil de a viz Here, gouel an Elet-Mad karget gant Doue d’hon miret er bed-man. An daou gantik 74, 75, a zigaso d’ac’h envor euz o galloud hag o zenerediges en hon c’henver.
An de kentan a viz Du a zo bet dibabet gant an Ilis evit enori an ol Ele hag an ol Zent a zo gant Doue en e Varados. Lod euz ar re-man a n-euz bevet genimp war an douar, bugale maro gant zae wen o badeiant, kerent ha mignonet a bep oad hag a bep stad. Mari eo o Rouanes. Patronet hon bro, Tual, Kaourantin, Gweltas, Maudez, etc. : patronet hon parojou ha re peb-hini ac’hanomp, a zo eno pel zo amzer, hag a dalc’h warnomp o daoulagad meurbet damantus. An daou gantik-man a rei d’imp evel eun diskeudaden euz an eürusted a danveer e Palez an Dreindet : muioc’h c’hoaz mar kaner ive diou werz ar Barados : Jezus pegen bras e, ha Barados dudius, 92, 93.
Diskan.
Dougomp hon zellou dreist an douar,
Etrezek ar Zent hon tadou ;