Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —


7. Ol Zent, pelloc’h ni vank d’imp kerzat
War ho lerc’h dre hent ar vertu,
Hon zikouret breman ha dalc’hmad,
Ken a vezimp genac’h erru !

K. G.




N° 131. — Diviz etre ar zent hag an dud..
War don : Je mets ma confiance, N° 131.


An Dud.
1. Porjou an Env digoret,
Vit ma klevimp erfad,
Gant ar zent ha zentezet
Penoz ema o stad.

Ar Zent.
O eürustet hep he far !
Diez eo disklerian
Dre gomjou tud an douar,
Pegen mad omp aman !

An Dud.
2. Dreist ol ni fel d’imp gouzout
Kelou euz hon C’hrouer :
E vadeles, e c’hallout,
E peb lec’h a weler...

Ar Zent.
— Anaout reiz anezan
Morse na rei hini,
Nemet ar re zo gantan
En Env eveldomp-ni !

An Dud.
3. C’houi, merzerien didrec’hus,
Deurveet disrevel
Pegement ez oc’h eürus
Aboe fin ar brezel.

Ar Zent.
— War hon fen ar gurunen,
En hon dorn al lore,
Ru-goad ha splan hon roben,
Ni zo gwir rouane.