Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —
N° 132. — En han’ Doue hon zikouret !
War don N° 132.
1. Allaz ! na oa fe den kompren
Pegen estlam eo hon anken :
Hon finijen a zo kalet,
En han Doue hon zikouret.
Diskan.
Breuder, kerent, ha mignonet,
En han’ Doue hon chilaouet,
En han’ Doue hon zikouret.
2. A bep tu d’imp n’euz nemet tan,
Tan war c’horre ha tan didan :
C’houi hon euz-ni kement karet
En han’ Doue hon zikouret !
3. Zonjet en ho tad, en ho mam,
Er Purgator, e kreiz ar flam :
Ma mab, ma merc’h, ah ! chilaouet.
En han’ Doue hon zikouret !
4. Ni n’hellomp ket dre bedenou
Distan na berrat hon foaniou ;
Doue ouzomp na chilaou ket,
En han’ Doue hon zikouret !
5. Da bèvan hon dle da Zoue
Evidomp-ni pedet bemde,
Gret aluzen, mar hon c’haret,
En han’ Doue hon zikouret !