Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

Heb ober van euz ar madou,
Nemet ar re am heuillo eno :

9. Hep luian er plijaduriou,
Pere, evel beiou ar veret,
War lein a zoug eur zam bleuniou,
Hag en diabars zo leun a brenvet.

10. O pegen zod ha pegen dall
Neb en deuz aon euz an dud dife :
D’am daoulagad netra na dall
Ma badeiant ha doujans Doue !

11. Er stum-ze vevin, e varvin,
War-lerc’h ar zent ha ma zadou-koz ;
Kouls evelte me a fel d’in
Bezan kurunet er Barados !

K. G.




N° 136. — Kantik ar Vugaligou.
War don : Il est né le divin enfant,N° 136.


Diskan.
Gwir vignon ar vugaligou,
Jezus, o Fastor karantezus,
Gwir vignon ar vugaligou,
D’ac’h e kanimp hon c’hantikou.

1. Gwejal dre vro ar Galile,
Pa vije Mab Dou-e o tremen,
Euz a bep tu ar vugale
A zirede d’hen diarben.

2. Ar re ioust deue ’n eur dridal
War vrec’h o zad pe brec’h o mam ger,
Ar c’hoar henan awejou-al
A rene he breurik tener.

3. Beteg an tad-koz, e kanvou,
Hag o krenan dindan bec’h an oad,
A boanie dre ar meneiou
Digas ive e emzivad.