Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/179

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —


4. Eun de, eme an Aviel,
E oa erru ken stank ar vanden
Ken n’helle ken ar Mest tec’hel,
Na bale gant e ziskibien.

5. An diskibien baour na oarent
Pegen mad a oa Kalon Jezus,
Hag en eur grozal e klaskent
Rannan ar vandenik joaüs.

6. Mes Jezus a zavas e vouez
Hag a laras en eur vousc’hoarzin :
« Lezet ar vugaligou gez
« D’enem dizerri en dro d’in !

7. « O ele e lein an Envou
« A zo dirag ma Zad en e c’hloar,
« Ha me, e deùn o ineou,
« Wel ma fortret war an douar,

8. « D’ar re-man vo ar Baradoz,
« Ha d’ar re a zo pur evelte ;
« War ar skueriou-fal ma maloz,
« Abalamour d’ar vugale ! »

9. Neuze hon Zalver a boke
Gant karante d’ar re-vian gez,
Hag en o ine a lake,
Sklerijen, glander ha furnez.

10. Hag ar vam ’n eur hen briatat
A lare d’hec’h elik beniget :
« Breman benoz ar Pastor mad
« Ganimp hon daou chomo bepret. »

E. O.




N° 137. — Arog kuitat an ilis d’an abarde.
War don N° 137.


1. Kent ho kuitat, Jezus hon Otrou,
E c’houlenomp ol ho penoz :
Aman e lezomp hon c’halonou,
Hon dioualet a-hed an noz.
Kent ho kuitat, etc.

2. O Mari, hon Mam muian karet,
Roet d’imp ho penoz ive :
Vit hon miret deuz an drouk-speret,
Chomet e kichen hon gwele.

3. Ha c’houi, Jozep, tad leun a drue,
Bezet bepret hon Fatron mad ;
Deut bemnoz hag e fin hon bue
Da zerri d’imp hon daoulagad.

4. O El-mad, mignon karantezus,
Hon difenet ha de ha noz ;
Pa dei hon maro, pedet Jezus
D’hon digemer er Baradoz.

(Levr Bugale Mari)


————