AN OFEREN HA ZAKRAMANT AN OTER
————
N° 4. — Ofromp d’ann Env.
War an ton anavet, Ton N° 4.
- Ofromp d’an Env ar zakrifis
Na n-euz netra a gen kaer priz
Evel Jezuz stag ouz e Groaz,
War an Oter o tisken c’hoaz.
- En oferen, e gwirione,
Korf ha goad Jezuz Mab Doue,
Elec’h ar bara hag ar gwin
Aman diragon a welin.
- Gant ar belek me a fel d’in
Kinig ive an Oan divin
Vit adori vel m’eo dleet
An tri Ferson euz an Dreindet.
- Vit trugarekat hon Otrou
Euz kement a vadelezou,
Warnon ha war an ol skuillet,
Aboe ma n-euz krouet ar bed.
- Vit goulen pardon digantan
Euz ar pes a zisplij dezan
Enon hag en ol bec’herien,
Euz hon c’hrimou, euz hon ieinien.
- Vit ma c’hado bemde enomp
Grasou da grenvat ac’hanomp
Eneb ar c’hig, an drouk-speret,
Hag eneb ar bed miliget.
- Ofr a ran c’hoaz ar Zakrifis
Vit hon Mam zantel an Ilis :
|