Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


    Ma trec’ho dre-ol er brezel
    Gret a bep tu d’an Aviel.

  1. Breman-zouden, o ma Zalver,
    E tiskenfet war an oter ;
    Karget a fe grenv ma ine,
    Ha ma c’halon a garante.

  2. Ha c’houi bet zonj, Gwerc’hes Vari,
    Ec’h euz hen ganet vidomp-ni ;
    Tolet warnezan ha warnon
    Eur zel a vam, zel ar galon.




N° 4 bis. — An « Adoro te » en Brezonek.
War an ton latin, N° 4 bis.


  1. M’hoc’h ador gant doujans, o Doue kuzet,
    A chom aman gwir-mad en Hosti zakret ;
    Ol, d’anzav ho prezans e pleg ma c’halon,
    Hep gortoz kompren eur mister zo ken don.

  2. Lagad, dorn ha genou a fazi aman,
    Mes, dal m’ec’h euz komzet, me gred hep krenan :
    Penoz na gredfen ket lavar Mab-Doue ?
    Gwiroc’h vit e goms n’euz ket eur wirione.

  3. Er Groaz enem guzec’h vel Doue hepken ;
    Aman ez oc’h kuzet vel Doue ha den :
    C’houi, ma Zalver Jezuz, c’houi eo koulskoude,
    Ha gant feiz al Laer-mad ho pedan ive !

  4. Gouliou ho korf zakr Thomas o gwele ;
    Heb gwelet me ho kalv ma Mest, ma Doue :
    Gret ma kresko en-on ar greden bemde,
    Kouls hag an esperans, hag ar garante.