5. Hosti, a zigas zonj euz maro Jezus,
Bara bev an ine, boed dous ha magus,
Bezet c’houi ma bevans, ha gret d’am speret
Kavet enoc’h blaz vad, blaz Doue bepret !
6. Pellikan truezus, ma Zad, ma Otrou,
Am goalc’het en ho koad euz ma fec’hejou :
Eur strink hepken a hel goalc’hi an ol bed,
A gement torfet a zo hag a zo bet !
7. O Jezuz, d’am zellou breman goloet,
Plijet terri ar c’hoant am euz d’ho kwelet
Azeet war ho tron e lein an Envou,
Evel m’ho kwel eno ar zent hon tadou. Amen.
1. Me ho salud, Korf ma Zalver,
Zo diskenet war an Oter ;
Enoc’h ar bara zo chanchet,
Ha genac’h e vezin maget
2. Me ho salud, o Goad divin,
Zo er c’halis elec’h ar gwin ;
C’houi evidon zo bet skuillet,
Deut d’am goalc’hi a bep pec’het.
1. O Jezuz, o Hosti zantel,
a zalc’h digor porjou an Env,
Spontus ouzomp e sav brezel,
Roet nerz hag e vezimp krenv. Amen, amen, amen.