2. D’an Ebestel e lare
Ha d’ar veleien goude ;
« Heman eo ma c’horf, debret,
Heman eo ma goad, evet. »
3 Ar belek, er goureou.
A lar ar memes komjou :
Kenkent ha ken alies
Jezus a zent ouz e vouez.
4. N’en euz ken war an oter
Nemet Korf zakr hon Zalver :
E gik, lec’h ar bara-kân.
Lec’h ar gwin, Goad pur an Oân.
5. Ar spesou a n-euz miret
O liou, o blaz ’vel bepred ;
Kuzet euz-se didane
Eman Korf ha Goad Doue.
6. Diëz a vefe kompren...
Kredi a dleomp hepken :
Digoromp lagad ar Fe,
Hag e welfomp hon Doue.
7. Jezus en daou spes a zo,
Den ha Doue war-eun-dro :
’N e bez er spes a vara,
Er spes a win memes tra.
8. Dont a ra d’hon ilijou
Hep kuitat lein an Envou :
Er burzud-ze e welomp
Pegeit e kar ac’hanomp !
9. Neb enem gav e goal stad
Hag a gred velkent tostat,
A gomet eun torfet braz
Henvel ous hini Judas.
10. Neb a resev e stad vad
Korf hon Zalver hag e Voad,
Gantan a zo unanet,
A galon hag a speret.
11. O kristenien, adoret
Jezus ouz e Groaz staget ;
Adoret han en Envou
Hag en e dabernaklou.
12. E peb lec’h, e peb amzer,
Meulomp Jezus, hon Zalver ;
Dreist ol karomp anezan
Er Zakramant ar c’haeran ! Amen
1. Me gred ferm hep doutans ebet
Ec’h an da resev en efet
Jezus gwir den ha gwir Doue,
Er zakramant a garante.