Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —



  1. A greiz ma c’halon, ma Doue,
    M’ho kar hag ho karo bemde,
    Abalamour ma veritet,
    Dreist peb tra ol bezan karet.

  2. Me ofr em flas, Tad eternel,
    Jezus ma mest, ho Mab Zantel ;
    Me ofr c’hoaz, euz ma faourente,
    Ma c’halon, ma c’horf, ma ine.

  3. O ma Jezus, zelet ouzin
    Ha reit d’in ar pez a fel d’in ;
    Ar c’hras d’ho serviji bepret
    Hag ar c’hras n’oc’h offansin ket.

  4. Ma Jezus, beniget ive
    An Ilis gant he bugale,
    Ma bro, ma zud, ma mignonet,
    Hag ar re n-euz ma offanset.




N° 11. — Deut ol ha deut gant fe.
War an ton N° 11.


  1. Deut ol ha deut gant fe,
    Deut d’ar banket presius ;
    Galvet oc’h gant Doue
    Da zibri ouz tol Jezus,
    Jezus !
    Barados an ine
    Eo chom genac’h noz de.

  2. Mar deziret madou
    Aman ema an tensor
    Pehini ho rento
    Pinvikoc’h evit ar mor,
    Jezus !
    Perc’hen, an ol vadou
    Ha mest an ol c’hrasou

  3. An aour hag an arc’hant
    Na n-int nemet paourente
    E kichen ar prezant
    An ofr d’imp ol Mab Doue,
    Jezus !
    A ro d’imp e ol vad
    Evit hon pinvikat.