— 21 —
- E Gorf, Goad hag Ine,
Ebars an hosti kuzet,
Gant e Zivinite
a vezo meuz ar banket,
Jezus !
Ha c’hoaz, pec’her divad,
Na brizes ket tostat !
- M’hen gwei war an Oter,
Devet gant ar garante,
O c’hortoz ar pec’her
Evit toman e ine,
Jezus !
A c’houlen hon c’halon
Evit bezan e dron.
- Goude poaniou ken braz
Gouzanvet war ar C’halvar
A n’euz deurveet c’hoaz
Chom genimp war an douar,
Jezus !
Evit magan bemde
Hon c’horf hag hon ine.
- Ol zent euz an Envou
Prestet dln ho karante,
Reit d’in ho kalonou
Evit karet ma Doue
Jezus !
A glask disken enon
Dre ar gomunion !
- Mes alas ! pa zonjan
Penos am eus offanset
Ar mignon ar gwelan
Hag ar fidelan pried,
Jezus !
Gant glac’har em c’halon
E c’houlenan pardon ?
- Nan, na veritan ket,
M’hen anzav gant gwirione,
Goude bezan pec’het,
Dibri bara an ele
Jezus !
c’houi eo ar zanteles
Ha me eur pec’her kez !
- Enor da virviken
E zakramant an Oter
D’an Doue a zisken
Dindan spezou ken dister,
Jezus !
Ra vo dre-ol meulet
Ha gant an ol karet !
|
N° 12. — Eun dezir braz am euz.
War an ton anavet N° 12.
- Eun dezir braz am euz da virviken da garet
Jezus gwir Vab Doue, ha ma Zalver beniget.
Diskan.
O ma Jezus ! o ma c’harante,
Bezet em c’halon, ha bemnoz ha bemde.
|