Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —



  1. Ma Jezus, c’houi zo mad, c’houi a zo trugarezus,
    Ma Jezus, c’houi zo dous, c’houi a zo karantezus.

  2. Bete breman on bet ziouas ! en em abuzet,
    Gant afferiou ar bed ken e oan gante dallet.

  3. Mez breman, ma Jezus, me a ro d’ac’h ma ine
    Ma c’horf ha ma c’halon vit ar rest euz ma bue.

  4. O pebes karante ec’h euz-hu bet, ma Zalver,
    Da vezan bet skuillet ho koad evit ar pec’her ?

  5. Goude mervel vidomp er Groaz war lein ar C’halvar,
    E chomet c’hoaz genimp d’hon magan war ann douar !

  6. Pegen euzus eta, pegen fol eo ar pec’het,
    Pa n-euz lazet Jezus ma Redemptor beniget !

  7. O pec’het miliget, birviken mui n’am zrec’hi,
    N’am bezo ken ouzid nemet heuz ha kasoni.

  8. Pegouls e welin-me an ol oc’h ober brezel
    E pevar c’horn ar bed d’an ol bec’hejou marvel !

  9. Koulskoude, ma Jezus, paour ha zempl evel ma z-on,
    N’hellan ket pell mont eün mar na renet ac’hanon.

  10. Evit heuill ho lezen ha plegan ma gwal dechou,
    Am euz ezom bemde euz ho nerzusan grasou.

  11. Gret eta, m’ho suppli, d’in ma-unan ma varvin
    Hag evidoc’h hepken em ol amzer ma vevin !

  12. N’am euz ken, o Jezus, c’hoant ebet war an douar
    Nemet ma veritin mont davedoc’h en ho kloar.




N° 13. — O ! na hir eo an noz.
War an ton N° 13.


  1. O na hir eo an noz, pegouls e tei an de,
    Ma’z in da zigemer Jezus ma c’harante !
    O na hir eo an noz ! Pegouls e tei an de ?