Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —



Diskan.

Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue :
Laket en-on fe grenv, esperans, karante,
Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue !

  1. Dihun ha zav, ma c’horf, deomp da gavet Jezus,
    Me glev ouz ma gervel e vouez karantezus.
                     Dihun ha zav…, etc.

  2. Pegouls e vin arru, o ! hent, na hir out-te !
    War lein ho tiouaskel, Elet, ma douget-me.
                     Pegouls e vin…, etc.

  3. O ma c’halon em c’hreiz, bez leun a levene,
    Gwelet a ran erfin ti zantel ma Doue.
                     O ma c’halon…, etc.

  4. O ilis beniget, hast digor d’in an or,
    Ma redin da gavet ma Jezus, ma zensor.
                     O ilis beniget…, etc

  5. Diwar dreujou ho ti, Jezus, ho saludan,
    Eur pec’her evel-d-on a dlefe chom aman…
                     Diwar dreujou…, etc.

  6. Me ho salud ive, zent hag elet eürus,
    A zo en ilis-man tro-war-dro da Jezus.
                     Me ho salud ive…, etc.

  7. Tabernakl alaouret, te zo tron ma Roue,
    Setu me d’an daoulin dirag e vajeste.
                     Tabernakl alaouret…, etc.

  8. Jezus, me hoc’h anav dre zaoulagad ar fe :
    C’houi welan en Hosti, ma Zalver, ma Doue !
                     Jezus, me hoc’h anav…, etc.

  9. Diskenet, o Jezus, euz an oter breman,
    E diabars ma c’halon, diskenet d’am magan.
                     Diskenet, o Jezus…, etc.