Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —



  1. O mirakl ar zouezusan e-touez ar miraklou,
    O burzud na hell kompren ar c’haeran sperejou :
    Evit gonit kalonou ho pugale ingrad,
    O maget, o ma Jezus, gant ho Korf ha ho Koad !

  2. Nan, evit eur mab unik ar vam an deneran,
    Biskoaz na zantas kement he c’halon o toman !
    Goude ken braz karante piou a helfe refus
    Konsakri e ol galon d’ho karet, ma Jezus ?

  3. Mar d-eo dister kalonou ar zent hag an ele,
    Evit karet eun Doue ken dign a garante,
    Penos e prizet, Jezus, dre ar gomunion,
    E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron !

  4. Penos kredi azean ouz tol zakr eun Doue,
    Goude bezan offanset kement e vajeste ?
    D’ho taoulagad, ma Zalver, na heliomp prezanti
    Nemet kalonou ziouas ! leun a ingrateri.

  5. Koulskoude pa hon galvet da vont ol d’ar banket,
    Dre eur gomz a drugare effaset hon fec’het :
    Teuet sklas hon c’halonou gant tan ho karante,
    Leun a joa hag a fians e tostaïmp neuze.

  6. Pebes eürustet breman pa zantin em c’halon
    Jezus o vevan genin evel eur gwir vignon :
    E ine gant ma ine pelloc’h enem vesko,
    Gant ma goad em izili e oad pur a redo.

  7. Prestet d’in ho tiou-askel, ma El-mad zoursius,
    Ma ninjin evel eur goulm etre divrec’h Jezus ;
    Me rei dezan ma c’halon, hen rei d’in e hini,
    Gantan me a repozo e peoc’h ha dizoursi.




N° 15. — Adoromp ol en Hosti zakret.
War an ton N° 15.


  1. Adoromp ol en Hosti zakret
    Eun Doue leun a garante :
    Eur wej evidomp eo bet ganet,
    War an Oter e teu bemde !
    Pegen braz eo galloud ar belek,
    Laret a ra ur goms hepken
    Hag e tisken an Ol C’halloudek
    Doue a zent ouz mouez an den !