— 26 —
- Er mister-man, Tad madelezus,
Enem roet d’ho pugale :
Ho Korf zantel, ho Koad presius
Zo magadures hon ine ;
Mes evit ma vezimp preparet
D’ho tigemer en hon c’halon,
Digaset warnomp ol ho Speret,
Da zevel d’ac’h eur c’haer a dron.
- Gloar d’an Tad eternel, hon C’hrouer,
Ha Krouer kement a zo mad ;
Gloar ive da Jezuz hon Zalver,
A n-euz hon prenet gant e voad ;
Gloar d’ar Speret a ro d’an ine
Ners da gerzat er gwir Lezen ;
D’an tri Ferson ’n eur memes Doue
Gloar ha meulodi da viken !
|
N° 16. — Me hoc’h ador, ma Jezus.
- Me hoc’h ador, ma Jezus, euz a greiz ma c’halon ;
C’houi eo Doue ma C’hrouer, c’houi zo den eveldon :
O pegen braz karante, kemer hon zempladur,
Hag er Zakramant zantel bezan hon magadur !
|