Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —



  1. Dister edoc’h en eur c’hraou e kreiz al loenet mud,
    Diners, ouz ar Groaz staget, ha nac’het gant an dud ;
    Aman pa zellan ouzoc’h, izeloc’h ho kwelan,
    Ha pa chilaou ma diskouarn mouez ebet na glevan !

  2. A dreuz d’ar spesou trompus ma c’halon koulskoude,
    Ho klask, ho kav, hoc’h anav, ma Zad ha ma Roue :
    C’houi eo bugel Bethlehem, micherour Nazareth,
    Prener ha perc’hen ar bed, eil ferson an Dreindet !

  3. Pa zonjan ez oc’h Doue e krenan diragoc’h ;
    Er c’hraou ha war an oter n’am euz ket aoun ouzoc’h ;
    Trugare ’ta, ma Jezus, da vezan diskenet
    En hon zouez, en ilis-man, vit chom genimp bepret.

  4. Er park pad ma labouromp da c’honit hon bue,
    Ho lagad tener hon heuill dreist rec’hier ha mene ;
    Ha pa gemer hon memprou dic’han epad an noz,
    Euz an oter ho sellou a bar war ar baros.

  5. Na hell ket ma daoulagad miret a skuill daerou
    Pa zonjan ’n ho madeles, ma Jezus, ma Otrou,
    Pa welan ar garante hoc’h euz en hon andret,
    Ha ni na m-omp gret biskoas nemet drouk ha pec’het !

  6. D’ac’h eo an erv hag ar greun, ar prad hag al loenet,
    Ni zo mevelien ho ti, gant ineou sklaset,
    Sklaset didan an avel a c’houez euz an ifern ;
    Eno, mar n’hon zoutenet e kouezimp bern ouz bern !

  7. Miret hon zeod ’n hon genou evit ma finvo ket
    Da gomz dirag ar re-all komjou an drouk-speret :
    Hêlet hon daouarn, hon zreid, ha dreist-ol hon ine,
    Ma vo hon erv eün ha leun, ha kaer an est goude !
Kant. Brez., Edit. not.
2