— 29 —
Diskan.
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador gant gwir devosion.
|
- O pebes karante ec’h euz, Zalver ar bed,
Da chom genimp en Hosti konsakret,
Evit dont bemde da vagan hon ine.
Ni hoc’h ador… etc.
- Stouet ol d’an douar dirak ho majeste,
Ni hoc’h ador, Jezus, gwir Vab Doue :
Reit d’imp, ni ho ped, ho penediksion.
Ni hoc’h ador… etc.
|
N° 19. — Jezuz, Zalver adorabl.
War an ton N° 19.
- Jezus, Zalver adorabl, zellet ho pugale,
Stouet int ol d’an daoulin Dirak ho majeste :
Hoc’h adori a reont euz a greiz o c’halon,
Zellet he gant madeles, euz an Oter, ho tron.
|