— 31 —
- Kanet, ele, d’hon Otrou
Ho kantikou kaeran,
Beniget anezan
Genimp euz e ol c’hrasou.
- Biskoas tad na oe gwelet
Ken mad d’e vugale,
Ken zoursius noz de
D’ho dioual korf ha speret.
- Pastor karantek meurbet
Na espern ket e boan,
Klask a ra heb ehan
An danvad kez dianket.
- Lamet a n-euz an anken
A ziwar ma speret,
Trec’h d’ar c’hig ha d’ar bed,
Toret a n-euz ma chaden.
- Ma rentet a n-euz pare
Evel eur medisin,
Hag e vanket divin
A zo bevans ma ine.
- Skuill a ra gant abondans
E c’hras breman warnon,
E goelet ma c’halon
A n’euz gret e zemeurans.
- Hen eo ma finvidiges,
Ma nerz ha ma skoazel ;
Rak se bete mervei
Me gano e vadeles.
|
N° 22. — Meulomp e peb amzer.
Ton N° 21.
Diskan :
Meulomp e peb amzer Kalon Jezus hon Zalver
|
|
bis.
|
- Me ho meul, o ma Jezus,
C’houi ec’h euz ma c’hrouet,
C’houi ec’h euz ma frenet,
C’houi am mag, o ma Jezus
- Mil benos d’ac’h, o Jezus,
C’houi a zo ma fastor,
C’houi a zo ma zensor,
C’houi zo ma ol vad, Jezus.
- Pec’het am euz, o Jezus,
Alies em bue :
C’houi ec’h euz bet true
Ouz ma stad, o ma Jezus.
- Ma ine paour, o Jezus,
Genac’h zo bet goalc’het,
Koant eo breman meurbet
Dre ho kras, o ma Jezus.
- Ma zikouret, o Jezus,
Ar rest euz ma deiou,
E kreiz ma ol boaniou,
Bet genin, o ma Jezus !
|