Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


6. Hastet, hastet, o Jezus,
Terri ma chadenou :
Na pegouls en Envou
Ho meulin, o ma Jezus !

7. Ra vezo meulet Jezus,
Dre-ol, da bep mare !
Ni bemnos ha bemde
Meulomp ol, meulomp Jezus !




N° 23. — Enor ha gloar.
War an ton N° 23.

Diskan.

Enor ha gloar, da virviken,
Da Jezus-Krist Doue ha den,
Roue ha Tad e groadurien.

1. Gwejal e vrec’h ol-c’halloudus
A hadas ar steret lintrus,
Tro-war-dro d’e dron peurbadus.

2. Hen a n-euz krouet an Elet,
Koantoc’h evit heol ha steret,
D’he zerviji ha d’hon miret.

3. Gant eur gomz hepken e lakas
An dour da vont kuit er mor braz
Dizec’h an douar a chomas.

4. War ar parkou noaz ha hudur
Kenkent e ledas ar glazur,
Bleuniou ’n e douez ha magadur.

5. An den ive zo gret gantan,
Kement hon euz a zo dezan,
Kouls er bed-al hag er bed-man…