Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


N° 25. — Da Galon Jezuz.
War an ton N° 25.


  1. Laket am euz a-gren em speret
    Karet ho Kalon ma Jezus :
    Rag endro d’in kaer am euz zellet
    Ouz an ol draou garantezus
    Netra na drec’h war ho karante,
    Nag en Env na war an douar :
    Oh ! na fol eta e vefen-me,
    O chom ouz-oc’h ien pe glouar.
    O chom ouz-oc’h ien pe glouar.

  2. C’houi ec’h euz dibabet ann danve
    A vev em izili breman ;
    C’houi ec’h euz krouet d’in ma ine,
    Evid m’oc’h anavin gantan ;
    Ha goude ken espar donezon,
    Ec’h euz gret eur burzud neve :
    Kuzet ec’h euz enon eur galon,
    Ma c’hellin ho karet ive. (bis)

  3. Kemeret ec’h euz bet en hon zouez
    Daouarn da c’houren ouz Satan,
    Daoulagad da glask emesk ann drez
    An denvet touellet gantan ;
    Diskouarn vit klevet hon c’hlemmou,
    Eur vouez da rei d’imp ali mad,
    Hag evit zantout hon ezomou,
    Eur Galon dom ha leun a voad. (bis)