Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


1. D’e Galon neb a rent enor,
Nag e ve pec’her
He c’hav bepret digor
Vit hen digemer.

2. Koulskoude, neb a chom amzent,
Kaer en deus pedi,
Na gers ket war an hent
A gondu dezi.

3. Mar poaniomp ober hon dever,
Jezuz hon miro
En e Galon dener,
Beteg ar maro.

4. Kalon Zakr, ni fel d’imp bremans
Ha da virviken,
Ho chilaou, ha bevan
Herve ho lezen !

K. G.



N° 27. — Dirak portret ar Galon-Zakr.
War an ton N° 27, pe N° 42.


1. Deut, tud fidel,
A vouez uhel
Kanomp ol kanomp joaüs :
Gloar, trugare
Ha karante
d’ar Galon zakr a Jezus.