Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

C’houi a zo beniget, O pia !
Hag a c’hrasou karget, Ave Maria !

Ecce ancilla Domini,
Fiat mihi secundum verbum tuum.


2. Ra vezo meulet ho pugel
E peb lec’h, o Gwerc’hes-Zantel :
Kanomp gant an Ele, O pia !
E veulodi bemde, Ave Maria...

Verbum caro factum est,
Et habitavit in nobis.


3. Genac’h e c’houlenomp ive
Hon zikour ’n hon divezan de ;
Hag obten gant Jezus, O pia !
D’imp eur maro eürus, Ave Maria...

Ora pro nobis, Sancta Dei Genitrix,
Ut digni efflciamur promissionibus Christi.

Oremus, etc, p. 7.




N° 30. — Angelus Zul Fask.


1. Enem gonsolet evid mad,
Rouanes euz an Envou,
Zec’het-pelloc’h ho taoulagad
Ha stanket war ho taerou,
Setu resusitet ho Mab
Leun a c’hloar, a driomfou.