Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


2. Alleluia, o pebes joa,
D’ach-hu, Mam a garante !
D’imp-ni ive, alleluia,
Levenez leiz hon ine,
Ouz hen gwelet, en de kaer-ma,
En e zav, bev adare !

3. Ia, Gwerc’hes zakr, bezet joaüs,
Ho, kalon zo dizamet
Resusitet eo ho Jezus
Evel m’en devoa laret !
Ha breman, Mam drugarezus,
Dirag-han hon difennet.




N° 31. — Angelus amzer Bask.
War don O Filii N° 31.


1. Mari, Rouanes an Envou,
Dizec’het breraan ho taerou.
Ha chilaouet hon c’hantikou, Alleluia !

Diskan.
Alleluia, alleluia, alleluia.

2. Ar Mab ec’h euz gwejal douget,
War ar maro a n-euz trec’het,
Evel m’en devoa hen laret, Alleluia !

3. Mam Jezus, leun a drugare,
N’ankouaët ket ho pugale,
Hag evidomp pedet Doue, Alleluia !

V. Gaude et lætare, Virgo Maria, alleluia,
Quia surrexit Dominus vere, alleluia.

Oremus. Deus, qui per resurrectionem Filii tui Domini nostri Jesu Christi mundum lætificare dignatus es : præsta, quæsumus ; ut per ejus Genitricem Virginem Mariam, perpetuce capiamus gaudia vitæ. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.




N° 32. — An Ave maris Stella.
War an ton N° 32.


1. Ni ho salud stereden vor,
Mam da Zoue leun a enor.