Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Gwerc’hes bepret, dor an Envou,
Chilaouet ouz hon pedenou.

2. Resevet ar zalud zantel
A rez d’ac’h an èl Gabriel ;
Reit eur peoc’h ferm d’imp er bed-ma,
O chanj an hano a Eva.

3. Toret chaden ar bec’herien,
D’ar re zo dal reit sklerijen ;
Pelleit ouzimp peb drouk dalc’hmad,
Goulenet d’imp an ol draou vad !

4. Diskoët ez oc’h eur Vam vad
En andret an dud emzivad ;
Gret m’hon chilaouo an hini
Ec’h euz ganet evidomp-ni.

5. Gwerc’hes dispar e peb feson,
Dous dreist an ol, glan a galon,
Gret ma vimp divlam a bec’het,
Dous eveldoc’h ha pur bepret.

6. Gret ma vo zantel hon bue,
Ha zur hon hent trezeg Doue,
Ken a vimp, o welet Jezus,
En hon gwir vro genac’h eürus.

7. Gloar ato d’an Tad eternel,
D’ar Mab ha d’ar Speret-Zantel,
D’an tri Ferson euz an Dreindet
Ar memes enor zo dleet. Amen.




N° 33. — An Ave maris Stella.
War an ton neve latin N° 33.


1. Zalud d’ac’h hag enor,
Gwir stereden ar mor,