Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


Diskan.
Ave, Ave, Ave Maria ;
Ave, Ave, Ave Maria.

2. En eil mister zellomp Mari
O kuitat he bro hag he zi,
Evit gwelet Elizabeth,
A douge zant Ian beniget.
Ave, etc.

3. En drede mister, hon Zalver
Zo ganet en eur c’hraou dister,
Hag a lavar d’imp distagan
Hon c’halon euz traou ar bed-man.
Ave, etc.

4. Er bevaret mister joaüs,
Ar Werc’hes gant he Mab Jezus
Enem ofr en Templ evidomp :
Gant-he da Zoue ’nem ofromp.
Ave, etc.

5. Er bempet mister, ar Werc’hes
A gavas goude tri deves
He Mab e kreiz an doktoret,
Letin a furnes hag a speret.
Ave, etc.




N° 36. — Ar pemb Mister a Chlac’har.
War don : O Kalon Zakr, N° 24.


1. Ar c’hentan mister truezus
A ziskoe d’imp glac’har Jezus
Beuet en eur houezen a voad
Ha stouet o pedi e Dad.

Diskan :
O Kalon Zakr eus ma Jezus,
Kalon meurbet karantezus,
Plijet resev, me ho suppli,
An dezir am euz d’ho meuli.